Accueil > Saison Culturelle > 2016-2017 > Enez al legumaj

Enez al legumaj

Cie Ar Vro Bagan

31 mars 2017 à 14h00 - Evit ar vugale etre 5 ha 12 vloaz.

Ur wech e oa un enez vrav e Breizh. Pinvidik-mor a oa an dud. Douar-mat o doa da
labourat. Arc’hant bras a c’hounnezent o werzhañ legumajoù. Un devezh e voe aloubet an enezenn gant konifled (lapined). Debret al legumaj ha rivinet an dud. Petra ober ? Kinnig mil pezh aour d’an neb a gasfe ar c’honifled kuit. Dont a reas ur sonerez fleüt ha sachañ war-he-lerc’h al loened er-maez eus an enezenn. Setu
o legumaj o tiwan adarre hag an dud deuet da vezañ pinvidik en-dro. Ur pennad war-lerc’h setu ar sonerez fleüt o tont war he c’hiz da c’houlenn he gopr...

Aloubet eo kêr Hamelin gant ar razhed. Rivinet e vez pep tra ganto. Mantret eo tud Hamelin. Evit dont a-benn dezho e tou ar maer e vo roet mil pezh aour d’an neb a gaso al loened kuit. Ur soner fleüt a deu neuze d’en em ginnig. Kerkent ha ma grog da seniñ e teu tout ar razhed er-maez eus ozoulloù ha mont war-e-lerc’h betek ar stêr... Laouen eo an dud ! Met pa teu en-dro ar soner e vez nac’het gantañ e goprgant ar maer ha graet goap outañ. Droug a sav ennañ... Un nebeut
sizhunvezhioù war-lerc’h e teu en-dro ar soner da gas pell eus o zud bugale
Hamelin gant e sonerezh burzhudus...

Distribution

Ur pezh-c’hoari Nikol ar Vourc’h, Didier Porchel, Goulc’han Kervella, Typhaine Corre
Kinkladurioù Henri Sotin,Didier Porchel, Ewen Chorlay-Henot
Gouloù ha son Egareg Kervella
Sonerezh Kristian Loaek
Gwiskamantoù Nolwenn Castel

Infos pratiques

Durée : 50min
Tarifs : 4€
Séance réservée aux scolaires bilingues

Espace Culturel Armorica

1, rue du Colombier - 29880 Plouguerneau

02 98 03 06 34

contact@espace-armorica.bzh

Mentions légales | Plan du site

Site réalisé avec SPIP